Peder flac’h a zo staget gant Kanevedenn : Katell Cloareg, Marion Gwenn, Maud Anelli ha Severine Valomet. Un abadenn nevez evit ar vugale an hini eo, e brezhoneg tout. Desket ‘vez d’ar re vihan merañ o sañtimañchoù, gant tri liv neuze : ruz evit an droug enno, glas evit an dristidigezh ha melen evit al levenez.
A-benn bloaz e vint prest da c’hoari an abadennoù kentañ. Evit ar mare ‘vênt o sevel ar c’hanaouennoù hag ar sonerezh c’hoazh. 6000 euro a vo graet dezho gant ar Redadeg. Un atersadenn gant Benjamin Bouard.