Radio Kerne a zo eus deus outañ abaoe 1998. Ur radio e brezhoneg penn-da-benn eo hag a vez klevet e Bro-Gerne eus dorioù an Oriant da Vrest war 90.2 MHz, 92.0 ha 97.5 MHz ha war internet dre radiokerne.bzh ha war holl arloadoù ha lec’hiennoù a vod radioioù ar bed.
Ur programm evit an holl
Kinnig a ra 60 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun, evit ar re vras hag ar re vihan. Ur programm liesseurt, gant keleier, reportajoù, kronikoù, abadennoù farsus, h.a. Al lodenn vrasañ eus an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenbroduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned).
Brudet eo he frogramm sonerezh a lak war wel arzourien ar vro hag a chom digor war ar bed a-bezh. Un dibab sonerezh a live gant ar radioioù modernañ hag a sach kalzig a selaouerien davidomp, brezhonegerien pe get.
E 2019 eo ganet Radio Naoned. Ur skourr da Radio Kerne eo. Skignañ a ra e DAB+, ur mod niverel da skignañ ar gwagennoù ha war an internet dre radionaoned.bzh
Kinnig a ra ur programm abadennoù e brezhoneg penn da benn gant atersadennoù ha kronikennoù fardet e studio ar radio e Sant Ervlan hag abadennoù o tont deus Breizh a-bezh !
Abaoe 2021 ez eus ur studio e Roazhon ivez.