Dek implijad hag implijadez a labour leun-amzer evit Radio Kerne hag unan evit ar rouedad radioioù “Brudañ ha Skignañ”. Grit anaoudegezh gante !
Radio Kerne
Laëtitia Fitamant, animatourez-kazetennerez e Ploneiz
Klevet a rit mouezh flour Laëtitia dibaoe pell bremañ. Goût a ra deus pep tra, animañ, mont war an dachenn, fardañ kronikoù dibar… Furchal a ra a-gleiz hag a-zehoù a benn diskoachañ keleier diroll ar bed o treiñ. Tro ‘po da glevout anezhi en abadenn Liesvouezh.
Gael Hélary, teknikour ha programatour
Ne vez ket klevet war ar gwagennoù… Labourat a ra kuzh ha didrouz met a-drugarez dezhañ ‘vez sonerezh dispar hag a bep seurt : kelc’hgeriadur ar radio an hini eo, souezhet bras ‘vezomp bemdez gantañ… Lâret a raio deoc’h n’eo ket aes plijout d’an holl gant ar sonerezh ho peus dibabet. Hemañ a garfe a-walc’h chom eurvezhioù-pad o tibab sonerezh, trankil en e gorn mes atav ‘vez galvet ar paourkaezh evit a bep seurt abegoù:
– Gael, an teknik a ya a-dreuz !
– Gael, sac’het eo ma urzhiataer!
– Gael, n’ouzon ket ober…
Setu hep hon teknikour muiañ karet, Radio Kerne ebet !
Morgane Bramoullé, renerez ar programmoù
Plac’h an internet eo Morgane ha renerez ar programmoù. Ganti ‘vez bouetet ingal hol lec’hienn, hor c’hont Twitter… hag all. Met kavout a ra amzer memes tra evit ober war dro programmoù Radio Kerne, mont war an dachenn, kinnig C’hwezh an Deiz asambles gant Marianne ha Benjamin. Enrollañ a ra ivez kronikennoù, feminist, lennegel pe c’hoazh skiantel.
Benjamin Bouard, animatour-kazetenner e Ploneiz
Paotr Breizh Uhel eo Benjamin met ken sot eo gant ar brezhoneg hag ar radio ken eo deuet da labourat er vro ! Un abadenn Rodeier a ginnig bep sizhun koulz ha Deomp Dezhi, abadenn ar vugale. O luskañ an abadenn vintin asambles gant Marianne ha Morgane emañ ivez.
Metig Jakez-Vargas, kazetennerez e Ploneiz
Metig a zo perzh eus skipailh kazetennerien ha kazetennerezed Brudañ ha Skignañ. Klevout a reoc’h he mouezh abred deus ar mintin pe e fin an deiz er c’heleier.
Tangi Gourtay, skoazeller melestradurel
Paotr ar sifroù, ar goulennoù yalc’hadoù, an taolioù pellgomz eo Tangi. Ober a ra war-dro al labour melestradurel evit ar radio hag an implijidi hag implijiadezed e Ploneiz, Sant-Ervlan hag e Roazhon.
Marianne Vaidie, animatourez-kazetennerez e Ploneiz
Marianne zo bet e touez an dud yaouank tremenet dre Radio Kerne evit kas ur prantad servij keodedel. Ken plijet eo bet gant ar radio he deus en em stummet war ar micherioù radio goude he servij. E-pad 3 bloaz eo bet o labourat e Sant-Ervlan e Radio Naoned hag emañ bremañ o pourmen he mikro e Bro Gerne !
Radio Naoned
Liza Jakez-Vargas, animatourez-kazetennerez e Sant-Ervlan
Nevez erruet e skipailh Radio Kerne eo Liza ! E-karg eus skipailh an dud a-youl-vat e Sant-Ervlan eo hag eus an holl abadennoù produet eno ivez !
Melaine Looten, rener
Paotr ar c’henurzhiañ, ar paperioù hag an diorren eo Melaine evit Radio Naoned ha Radio Kerne. Ur sapre difi, met prest eo ar paotr da gas koad !
Morgane Cotten, animatourez-kazetennerez e Roazhon
Goude bezañ bet skolaerez he deus Morgane heuliet ur stummadur war ar vicher radio. Bremañ emañ o foetañ Bro Roazhon evit produiñ keleier lec’hel e brezhoneg evit Radio Kerne ha Radio Naoned !
Tangi Poisson, animatour atalieroù deskadurezh d’ar mediaioù
O foetañ bro emañ Tangi evit reiñ atalieroù deskadurezh d’ar mediaioù d’ar re vihan ha d’ar re vras. Gantañ e tesker ober gant ar binviji radio, kompren petra eo ur fake news, penaos sevel ur gronikenn ha mil tra all c’hoazh !
Anton Burel, kazetenner e Roazhon
Anton a zo perzh eus skipailh kazetennerien ha kazetennerezed Brudañ ha Skignañ. Klevout a reoc’h e vouezh abred deus ar mintin pe e fin an deiz er c’heleier.