Kotoñs e-barzh an divskouarn

kot

Savet eo an abadenn Kotoñs b’an divskouarn gant Jissé, Sam hag Arno. An abadenn blues nemeti kinniget e brezhoneg eo hag e tifenn ar blues, an holl “blues-ioù” ha blues eus pep lec’h met ivez ar folk, ar c’hountry, ar soul, ar funk, ar psychobilly hag Yvette Horner. Perzh eo ivez eus strollegezh broadell ar radioioù Blues hag e resev ingal pladennoù eus Nashville. A-wechoù e ped arzourien er studio evit prantadoù sonerezh live hag e yaont mod-all da atersiñ ar bluesmen o seniñ er vro evit lakaat anezho da gaozeal e brezhoneg er mikro. Gouestlet eo ur bajenn FaceBook da g/Kotoñs b’an Divskouarn, enni skeudennoù ar Forban, keleier, atersadennoù, tañvaoù live…

PhotoBD

Kotoñs B’an Divskouarn

Perzh eus strollegezh broadell ar radioioù Blues

Klevet e vez war gwagennoù Radio Kerne abadennoù fardet gant tud a youl vat. Liesseurt eo donezonoù an dud-se (ar sonerezh da skouer) ha c’hoant o deus rannañ o gouiziegezh gant ar publik. An abadennoù vez enrollet e studioioù Radio Kerne gant sikour unan deus ar skipailh. Stummet ‘vez an dud a-youl-vat war micherioù ar radio (kas pennadoù-kaoz, kaozeal dirak ur mikro, frammañ ar son…).
Ma ‘peus c’hoant kemer perzh e programoù Radio Kerne, deuit e darempred ganeomp.

Leave a Reply

Your email address will not be published. Required fields are marked *

This site uses Akismet to reduce spam. Learn how your comment data is processed.