Ur podkast, petra eo ?

Ur podkast, pe podskignañ = un abadenn a c’heller selaou ha pellgargañ war internet

Pelec’h e c’heller selaou ur podkast ?

E pep lec’h ! Er c’harr-tan, er c’harr-boutin, war ho ezhoug pe ho urzhiater, da forzh peseurt mare, noz ha deiz.

 

Penaos selaou ur podkast ?

Gant ho urzhiater : gall a reer selaou war-eeun war hol lec’hienn internet, dindan pep pennad o kinnig un abadenn ez eus ul lenner son, met ivez war lec’hiennoù internet all (radiobreizh.bzh, lec’hiennoù ar radioioù e brezhoneg pe c’hoazh reoù ar studioioù produiñ podkastoù…)

Gall a reer ivez selaou podkastoù war ar savennoù podkast, Soundcloud, Youtube pe gant meziantoù e-giz Itunes.

 

Gant ho smartphone, hervezh ar patrom :

 

evit un iPhone, digeriñ an arload Apple Podcasts ha klaskit anv ho kronikenn muiañ karet – 2vn evit komprenda skouer 😉

 

evit ur smartphone dindan Androïd, pellgargit un arload gant Google Play

e-giz Podcast Addict, Overcast, Stitcher…

 

Gant pep rann nevez e voc’h kelaouet gant an arload !

 

Plijadur d’ho tivskouarn !

Comments are closed.