Ar bloaz-mañ emaomp ar bloavezh 2019. Pevar-ugent vloaz ‘zo neuze e oa deklaret ar brezel. Ar « brezel diwezhañ » e-giz ma vez graet deusoutañ e brezhoneg. E-doug c’hwec’h vloaz e oa bet an Almañted, ar Frañsizien, ar Saozon, an Amerikaned, ar Russed, ar Boloneed ha lod all c’hoazh oc’h en em gannañ an eil re gant ar re all. E-doug c’hwec’h vloaz e oa bet lazhet tro tri-ugent milion a dud war an tamm douar-mañ. Kêrioù ‘zo a oa bet distrujet penn-da-benn. Freuzet e oa bet ar pontoù, an heñchoù, an uzinoù, ar perzhier. Tregont milion a dud o doa ranket kuitaad o bro ha n’int ket deuet morse en-dro. N’eus ket bet par d’ar brezel-mañ morse e-pad an Istor Vras.
Benjamin Bouard a zo oc’h en em gavet asambles gant un ugent den deus Bro-Gerne, evito da gontañ deomp ar pezh o doa bevet e-pad ar brezel. Kalz traoù a vo da glevet : an « Okupasion », ar Resistañs, ar vuhez pemdez d’ar mare-se, ar bombardamanchoù, an STO pe c’hoazh an diportiñ…
Skignet bep Sul da 11e ha bep Meurzh da 7e noz.