Setu amañ koñchennoù Lanig Rouz bet embannet gant Arkae evit ar wech kentañ e 2009 hag adembannet e 2022 dindan ar stumm orin, da laret eo skrivet e brezhoneg e-giz ma vez savaret en Erge-Vras. Ouzhpenn e dalvoudegezh evit an istor lec’hel e kaver e testeni Lanig Rouz, ur guchennad troioù lavar eus Bro C’hlazig a ro blaz d’e vrezhoneg gwriziennet mat. Lennet eo bet ar c’hoñchennoù e brezhoneg Erge gant Reun Rest, enrollet eo bet e studio Radio Kerne.
Kelenn… deskiñ
Kelenn… deskiñ
Ur gaozeadenn a frapadoù war ar pezh a dremen etre ar gelennerien ha kelennerezed hag an deskarded ha deskardezed.
A-ramp War’r Gomz
Dre glotennoù pe e komz plaen emañ barzhoniezh Breizh war wagennoù Radio Kerne ha Radio Naoned ! Testennoù arzourien hag arzourezed a vremañ hag an amzer dremenet a zeu da vev pa vezont lâret ha klevet.
Er gronikenn « A-ramp War’r Gomz », e yomp gant lusk yezh ar barzhed ha barzhezed breton, ha e teskomp war varzhoneiezh Vreizh gant enklaskerien pe arzourien.
Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias ha Tunvezh Glagen-Grandjean.
War-eeun eus ar festival Cours et Jardins
Morgane ha Melaine a zo en em gavet e kêriadenn Bellae, e Gwenvenez-Penfaou, el lec’h ma oa dalc’het evit an 12vet gwezh ar festival Cours & Jardins.
E-pad un eurvezh e vo lakaet ar gaoz ganto war an aozañ, istor ar festival, an arc’hantaouiñ hag an dud a-youl vat met ivez programmadur dibar ar gouel evit 2021. Sonerezh kement a c’hoariva, arzoù ar straedoù pe diskouezadegoù a bep seurt zo da welet pe da glevet e Cours & Jardins !
Tro hor bo da glevet ivez penn kentañ ar sonadegoù gant ar strollad Vipère, deuet da seniñ war vord ar stêr Gwilen.