Deus ar c’hiz emañ ar skerb, hag un doare mat eo da zougen ar babigoù !
Setu un nebeut alioù evit deskiñ penaos ober gant Nolwenn Ilias.
Eil lodenn
Sizhun ar radio – 5 – Radioioù kevredigezhel Naoned…
…o deus skignet brezhoneg !
Kalzig a radioioù kevredigezhel a zo pe a zo bet e Naoned ! Ha n’eo ket bet gortozet krouadur Radio Naoned evit skignañ brezhoneg war gwagennoù kêr Anna Vreizh.
Yves Averty ‘neus bet tro da labourat e radioioù morlaer koulz hag e radioioù kevredigezhel hag a zo bev c’hoazh an deiz a hiziv. Kontañ a ra deomp e avañturioù e Radio Libre 44, CFM 94.8, Turbulence FM, PRUN, Radio Atlantique, Radio Sud Loire, Jet FM hag Alternantes FM.
Klevet e vo ivez Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Hoel Mahé. Int a splujo en o eñvorennoù don p’o doa lusket abadenn Kazh-Gwenn e fin ar bloavezhioù 1990. Bugale skol Diwan Naoned e oant pa oa bet sevenet un heuliad abadennoù war Jet FM, asambles gant o c’helenner Jerald Ar Go.
Un abadenn lusket gant Marianne Vaidie.
Penaos dougen ar babig gant ur skerb 1/3
Deus ar c’hiz emañ ar skerb, hag un doare mat eo da zougen ar babigoù !
Setu un nebeut alioù evit deskiñ penaos ober gant Nolwenn Ilias.
Kentañ lodenn
Petra kas d’an ti-mammelezh 3/3
Petra kas d’an ti mammelezh evit ho pabig ? Ar respont gant Nolwenn Ilias.
Trede lodenn