Merc’hed kuzh an istor – Ada Lovelace

podkastadalovelaceHag eñ c’hellec’h menegiñ ur skiantourez a-bouez e istor ar skiantoù kallet estreget Marie Curie ? Mat tre eo anavezout Marie Curie ha gwir eo he deus tapet daou briz Nobel. Met ma z’eo ar skiantourez anavezetañ n’eo ket an hini nemeti. Gouzout a ouzit e tle kalz an urzhiataerezh modern d’ur skiantourez ganet en naontekvet kantvet ? Ada Lovelace he anv.

Tonioù ar bed

podkastinuit_dance_near_nome_1900Ar sizhun-mañ ec’h omp da veajiñ er bed a-bezh gant ar blind-test !

Ret eo da Lou, Tunvezh, Laetitia ha Morgane adkavet anv ar broioù dibabet gant Benjamin, dre o sonerezh dezhe ! Un ton evit ur vro neuze … Traoù brav ha dic’hortoz a vo da glevet !
Ha c’hwi ? Gouest e vefec’h da gaout an holl vroioù ?

⁃ Mongolia / Kusugtun

⁃ Inuited / Inuited deus ar C’hanada

⁃ Burundi / Les Tambourinaires du Burundi

⁃ Aborijened (Aostralia) / Aborijened

⁃ Pakistan / Nustra Fateh Ali Khan

⁃ Touareged (Mali) / Tartit

⁃ Samied (Norvejia) / Samied

⁃ Stadoù-Unanet / Jean Ritchie

⁃ Japon / Japon

⁃ Alamagn / Frantz Lang

⁃ Breizh / Ar c’hoarezed Goadeg

⁃ Arvern / Les Enfants de l’Auvergne

⁃ Persia (Iran) / Farrokhzad Layegh

⁃ Armenia / Armenia

⁃ Kreta (Bro C’hres) / Pavlos Karadegoglou
⁃ Pigmeed / Voices of the Rainforest

⁃ Kozaged (Ukrainia) / Kozaged Zaporodgie

Petra zo ‘ba da sac’h

bagPe vefe ur broust-dent pe un tiked karr-nij davet ar Venezuela, a-bep seurt ‘vez kavet e seier an dud. Ul lodenn eus o zi, eus o vuhez, ul lodenn diouto a vo diskouachet er gronikenn-mañ.