Lampreiz, istor ar brezhoneg

podkastkergoatE 1999 e oa bet goulennet gant Lukian Kergoat, bet rener departamant brezhoneg Roazhon 2, kinnig un heuliadenn abadennoù diwar-benn istor ar brezhoneg. Un teñzor evit an dañvez yezhoniourien, ar re blijet gant ar brezhoneg pinvidik ha livek ha reoù ‘nefe c’hoant donaat o gouiziegezhioù.

‘Ba du-mañ

dumanpodkast‘Ba du-mañ, un abadenn kaset da-benn gant Herve Guevel peurliesañ, bet rener Radio Kerne etre 1999 ha 2004. Ar pal : lakaat war-well tud eus ar vro, brudet pe pas, evit derc’hel soñj eus memor Bro Gerne. Ur veaj en amzer neuze da zizoloiñ en-dro gras da vaji Internet.