Dir ha tan

Splujit e bed ar sonerezh metal gant Gael Helary.

Un eurvezh a abadenn evit dizoloiñ sonerien nevez bep miz.

Kotoñs e-barzh an divskouarn

kot

Savet eo an abadenn Kotoñs b’an divskouarn gant Jissé, Sam hag Arno. An abadenn blues nemeti kinniget e brezhoneg eo hag e tifenn ar blues, an holl “blues-ioù” ha blues eus pep lec’h met ivez ar folk, ar c’hountry, ar soul, ar funk, ar psychobilly hag Yvette Horner. Perzh eo ivez eus strollegezh broadell ar radioioù Blues hag e resev ingal pladennoù eus Nashville. A-wechoù e ped arzourien er studio evit prantadoù sonerezh live hag e yaont mod-all da atersiñ ar bluesmen o seniñ er vro evit lakaat anezho da gaozeal e brezhoneg er mikro. Gouestlet eo ur bajenn FaceBook da g/Kotoñs b’an Divskouarn, enni skeudennoù ar Forban, keleier, atersadennoù, tañvaoù live…

PhotoBD

Kotoñs B’an Divskouarn

Perzh eus strollegezh broadell ar radioioù Blues

Klevet e vez war gwagennoù Radio Kerne abadennoù fardet gant tud a youl vat. Liesseurt eo donezonoù an dud-se (ar sonerezh da skouer) ha c’hoant o deus rannañ o gouiziegezh gant ar publik. An abadennoù vez enrollet e studioioù Radio Kerne gant sikour unan deus ar skipailh. Stummet ‘vez an dud a-youl-vat war micherioù ar radio (kas pennadoù-kaoz, kaozeal dirak ur mikro, frammañ ar son…).
Ma ‘peus c’hoant kemer perzh e programoù Radio Kerne, deuit e darempred ganeomp.

Mod-se ‘mañ ha ‘mañ ket mod-all

Un eurvezh miks tekno kinniget deoc’h gant Dj’ed welañ ar bed ! Emaint o tont espres kaer evidoc’h selaouerien eus ar sound system 716 lec’hiet e bro Gerne. 716 : E penn kentañ ur strollad mignoned eus Kastell Nevez ar Faou hag eus Kemper boaz da gas anezhi bep dibenn sizhun e festoù tekno digoust : free-parties. Poen bennak o deus divizet prenañ dafar son hag aozañ o nozvezhioù dezho.
E 2007, erruet skuizh ne vefe ket anavezet o arz, war bouez gant ur publik “tekno”, e tivizont sevel ur gevredigezh : ganet eo C’est ainsi. Pal ar gevredigezh-se zo brudañ ha kas war-raok an arzoù elektronek. E-barzh ar skipailh e kaver tud gant skiantoù prenet liesseurt : Dj’ed, teknisianed ar son, Vj’ed, klinkerien gouelioù…
Setu 716, tud yaouank mennet, brokus ha sot dreist-holl gant ar Muzik gant un M bras.