Françoise Thomas, ganet e Terrug, he deus labouret ar gloan he buhez ‘pad. Un digarez evit Herve Guevel da lakaat ar gaoz war labour ar merc’hed war ar maez ganti.
Marie Anna Bargain, bidougenn, bet o veajiñ er Soudan hag e broioù all gant he c’hoeff evel-just, bet o labourat e uzinoù Bro Vigouden ivez, aterset gant Herve Guevel e 2000. Un testeni talvoudus kement evit pinvidigezh ar yezh hag evit buhez virvidik Marie. Eil lodenn an abadenn.
Marie Anna Bargain, bidougenn, bet o veajiñ er Soudan hag e broioù all gant he c’hoeff evel-just, bet o labourat e uzinoù Bro Vigouden ivez, aterset gant Herve Guevel e 2000. Un testeni talvoudus kement evit pinvidigezh ar yezh hag evit buhez virvidik Marie.
Tro en doa bet Herve Guevel da atersiñ Jos, Anjela ha Gisèle Furic diwar-benn al labour kaset da-benn e kreizenn lapoused Tregon. Ur greizenn a rae war-dro al lapoused gwallgaset ‘blam da lanv du an Erika.
Sikourit ar radio kentañ 100% e brezhong en Il-ha-Gwilen