Adkroget ganti #16

podkast

Adkroget ganti #16

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper, a safaro deomp deus dizro ar re yaouank d’ar skol a-benn dilun.
Brieg Guerveno a glevimp en-dro diwar-benn e bladenn nevez, bet choazet n’eus ket pell gant Produet e Breizh evit priz ar bladenn produet e Breizh.

Teir c’hronikenn : Ouzhpenn ar Vretoned ‘zo gant Benjamin Bouard, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant, hag ar gronikenn Yec’hed asambles gant Gaelle Pedron hag Enora Molac.

Keleier gant Tunvezh Wloegen.

Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #15

podkast

Adkroget ganti #15

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.

André Garz, deus ar CFTD, evit preg deus ar mod ma vo saveteet an implijoù, goude ar c’horonavirus.

Annaick Loisel, heñchourez e Kemper, diwar-benn un droiad war-c’horre an Odet a-benn ar 27 a viz-Even.

Gurvan Kerlorc’h, maer Gwaien, evit preg deus dizro an douristed er vro a-benn miz-Gouere.

Teir c’hronikenn : 2vnt evit kompren gant Morgane Bramoullé, Ar Bed o Treiñ gant Laetitia Fitamant, hag Karront Sant-Jakez gant Dominique Merrien.

Keleier gant Neven Penneg.


Pellgargañ an abadenn

Adkroget ganti #14

An abadenn adkroget ganti, kaset da benn gant Radio Kerne ha Radio Naoned.
Natacha Floc’h a ra ul labour kannadourez evit an departamant dre ar rouedadoù sokial. Sur eo ha n’eo ket marteze da vroudañ an douristed da zont en-dro er vro!
Peseurt mod emañ ar sindikadoù o prepariñ ar post-enkañ gant ar gouarnamant? André Gars, eus ar CFDT, zo ouzh mikro Tunvezh vGloaguen-Grandjean. Pemp ploaz zo he doa Tunvezh graet ur weladenn da bPer Perennoù, aet diouzhimp un nebeut deizioù zo. Kontet en doa petra ‘oa bet ar skol en e vuhez a vugel ganet en ur familh vras ha paour eus ar Vro Vigoudenn.
Ar Bed o Treiñ: ar globul ruz sintetek a zo dioute!
Un ali lenn gant Per Miñs-Pegailh: love in vain
Keleier gant Tugdual Karluer

Pellgargañ an abadenn