Feminism

Simone de BeauvoirAn istor, an arz, ar bolitikerezh, an ekonomiezh, ar gevredigezh, ar bed dre vras met kinniget deus tu ar merc’hed.

Merc’hed kuzh an istor – Nzinga

podkastnzingaTro 5% eus pennoù broioù ar bed, pe vefe prezidanted pe kentañ ministred a zo merc’hed. 5% n’eo ket kalz hag en anzer dremenet n’eus ket bet kalz muioc’h. Pet Rouanez afrikan da skouer a anvezit ? Kleopatra ha setu tout. Reoù zeus bet koulskoude hag en o zouez, unan eus harozezed an Ouganda hiziv an deiz, NZinga ganet tro 1583, bet Rouanez an NDongo hag ar Matamba.

Merc’hed kuzh an istor – Ada Lovelace

podkastadalovelaceHag eñ c’hellec’h menegiñ ur skiantourez a-bouez e istor ar skiantoù kallet estreget Marie Curie ? Mat tre eo anavezout Marie Curie ha gwir eo he deus tapet daou briz Nobel. Met ma z’eo ar skiantourez anavezetañ n’eo ket an hini nemeti. Gouzout a ouzit e tle kalz an urzhiataerezh modern d’ur skiantourez ganet en naontekvet kantvet ? Ada Lovelace he anv.