Sébastien Guinier a zo o labourat er stal Aven Yoga e Kemperle. Ur boelladenn yoga aes d’ober a ginnigo deomp bep sizhunvezh, memes evit ar re n’int ket gwall varrek war an dra-mañ !
Category: Tennit ho anal
Ar pesk
Ur stumm all ‘maomp ‘vont da zeskiñ c’hoazh hiziv, evit mont pelloc’h gant ar yoga : stumm ar pesk, pe stumm ar roue-pesk. Diwallit mat, n’eo ket gwall aes avat ! Sébastien Guinier en-dro, deus mikro Benjamin Bouard.
Ar gouloù-koar
Anveout a rit ar stumm-mañ dija m’em bari, stumm ar gouloù-koar ! Piv ‘neus ket bet gwelet ur yogi oc’h ober ar dra-mañ ? Lod a lâr eo mamm an holl stummoù-yoga all memes. Sébastien Guinier a zo ‘vont da zeskiñ anezhañ deomp. Diwallit mat ! Stert eo !
Ar gador
Stert eo ober ar stumm-mañ, met kement-se ‘vo desket deoc’h hiziv ! Stumm ar gador a vo graet an taol-mañ, asambles gant Sébastien Guinier.