Ar yogied ne zebront ket forzh petra ! Pell-zo bremañ o deus komprenet lar ‘zo traoù ha n’int ket mat nag evit ar spered nag evit ar c’horf. Sébastien Guinier a zo ‘vont da zisplegañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard.
Category: Tennit ho anal
Filosofiezh ar yoga
Ar yoga a zo deuet e-barzh ar mod amañ, e broioù ar gornaoueg, bremañ ‘zo tost un tregont ‘vloaz ‘so. Muioc’h-muiañ a dud neuze a zo ‘teskiñ ar yoga hiziv an deiz. Hervez lod ne vez ket desket kalz spered ar yoga ganto koulskoude. Hag an dra-se n’eo ket mat : ouzhpenn ur sport eo ar yoga. Ur filosofiezh hag ur mod-beviñ eo ivez ! Sébastien Guinier en-dro adarre, deus mikro Benjamin Bouard.
Kant bro, kant yoga
E broioù ar gornaoueg ‘vez graet « yoga » deus an « hatha-yoga ». Med hennezh n’eo ket ‘met ur stil yoga e-touesk ar re all ! Ouzhpenn ur seurt yoga a zo ha sterd a-walc’h ‘vefe kontañ ar re-mañ tout zoken ! Sébastien Guinier, deus ar stal Aven Yoga, a zo deus mikro Benjamin Bouard.
Mont war e flutigoù
Hiziv ‘vo desket deoc’h en-dro mont war ho flutigoù, puchañ ma karit. An dra-mañ a zo un dra vat evit ar c’horf. Sébastien Guinier, eus ar stal Aven Yoga e Kemperle, a zo ‘vont da ziskouez deomp.