Deskadurezh d’ar mediaioù

Ur benveg pedagogel dreist-ordinal eo ar radio. Dre ar radio e c’hell ar vugale hag ar grennarded ha krennardezed deskiñ penaos en em henchañ en ur gevredigezh beuzet gant ar c’heleier liesseurt. Desket e vez penaos anavezout ar fake news, diskoachañ titouroù resis ha stummañ o spered sitoaian.

Tangi Poisson a zo animatour war an deskadurezh d’ar mediaioù. Kinnig a ra atalieroù er skolioù, skolajoù, liseoù, d’an dud deuet, d’ar grennarded·ezed ha d’ar vugale.

Dedennet oc’h ? Kit e darempred gantañ : atalierou@radiokerne.bzh

Comments are closed.