Ur blind-test a vo disheñvel deus ar re all adarre ! Gant pennkêrioù/kêrbennoù a vo c’hoariet ! Ha n’eo ket bet dibabet n’eus forzh peseurt broioù gant Benjamin : nemet reoù n’int anavezet en un doare ofisiel a vo ! Dav da Laetitia, Tunvezh, Lou ha Morgane adkavet anv ar vro dre anv ar pennkêr ! Hag ur poent all evit anv ar vro ofisiel ! Prest oc’h ?
Cardiff – Bro-Gembre – Rouantelezh Unanet
Tórshavn – Inizi Feroe – Danemark
Lhassa – Tibet – Sina
Montréal – Bro-Gebek – Kanada
Nuuk – Groenland – Danemark
Strasbourg – Elsàss – Frañs
Barcelona – Catalunya – Frañs ha Spagn
Wrocław – Silesia – Polonia
Truro – Kerne-Veur – Rouantelezh Unanet
Cagliari – Sardegna – Italia
Nouméa – Kanaky (Kaledonia-Nevez) – Frañs
Jerusalem – Palestina / Israel
Edimbourg – Bro-Skos – Rouantelezh Unanet
Vitoria-Gasteiz – Euskadi – Frañs ha Spagn
Grozny – Tchetchenia – Russia
Douglas – Manav – Rouantelezh Unanet
Kartuzy – Kachoubia – Polonia
Kavet ‘peus tout ? Daou « vonus » evidoc’h en abadenn-mañ : un tabut diwar-benn « Bro C’hall » ha « Frañs » hag un all diwar-benn plas ar Groenland war an Douar !