Date
13 mars 2026
C'hwezh an deiz, 13 a viz Meurzh 2026
C'hwezh an deiz
1/ 'Benn disul e vo dalc'het tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. E Kemper e klasko ar vaerez, Isabelle Assih, mirout he c'hador. Dimerc'her da noz he doa dalc'het ur meeting e sal Dan ar Braz e Kemper, gant an holl dud a zo war he listenn. En o zouez emañ Uisant Crequer, eus Nouvelle Donne, bet dilennad war ar reneveziñ demokratel hag ar c'hoskor er mandat tremenet, Kentin Le Priol, eus strollad an ekologourien, Yann Fouchet, eus ar strollad komunour ha Nadine Urvois, eus ar PS, bet kuzulierez kêr evit sevenadur Breizh er resped diwezhañ ivez. (ur bilañs, ha kinnigoù evit an dazont / ur sujed gant Metig Jakez-Vargas)
2/Disadorn e oa bet dalc’het un devezh-studi deus ar c’hentañ e Langidig, aozet e oa an devezh gant KEAV Kamp Etrekeltiek ar vrezhonegerien. Daou skolveuriad a oa deuet da gemer ar gaoz : Myriam Guillevic diwar-benn an treiñ, ar binviji hag an teknikoù treiñ. Ronan ar C’hoadig a oa deuet ivez da gemer ar gaoz diwar-benn an tem Yezh hag Identelezh. Studiet en deus ar santimant aparchantiñ e Breizh, al liamm gant ar yezhoù hag ar santimant ha neus keñveriet gant pobloù all e Europa ar c’hornog : Broioù Katalan, Bro Gembreha Bro-Skos. Implijet neus goulennoù Moreno en e studiadenn goulennoù war ar santimant aparchañtiñ a vez implijet er bed a-bezh, nemet e Bro C’hall. (Anton Burel)
3/ Tamm diwezhañ hor frapad-komz diwar-benn Kouign an Ened gant Fulup Gwegen. E vreur eo ar bouloñjer. O daou o deus bet gwelet o mamm hag o mamm-gozh fardañ kouignoù er stal-familh troet da SCOP e Mahalon
4/ Plant an deiz, gant Gwennaig Viol: ar skav
5/Treuzkast, an dibab podkastoù gant Morgane Cotten: an dilhad
6/Keleier: Erwan Blanchard