Radio Kerne a zo eus deus outañ abaoe 1998. Ur radio e brezhoneg penn-da-benn eo hag a vez klevet e Bro-Gerne eus dorioù an Oriant da Vrest war 90.2 MHz, 92.0 MHz ha 97.5 MHz ha war internet dre radiokerne.bzh. Abaoe fin 2025 e c’heller selaou Radio Kerne e DAB+ e Kemper hag e Kemperle/An Oriant.
Kinnig a ra ouzhpenn 50 eurvezh abadennoù e brezhoneg bep sizhun. Ur programm liesseurt, gant keleier, reportajoù, kronikoù, abadennoù farsus, h.a. Al lodenn vrasañ eus an abadennoù-se a vez eskemmet pe kenbroduet gant ar radioioù brezhonek all (Arvorig FM, Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened ha Radio Naoned).
Brudet eo he frogramm sonerezh a lak war wel arzourien ar vro hag a chom digor war ar bed a-bezh. Un dibab sonerezh a live gant ar radioioù modernañ hag a sach kalzig a selaouerien davidomp, brezhonegerien pe get.
E 2019 eo ganet Radio Naoned. Ur skourr da Radio Kerne eo. Skignañ a ra e DAB+, ur mod niverel da skignañ ar gwagennoù ha war an internet dre radionaoned.bzh
Kinnig a ra ur programm abadennoù e brezhoneg penn da benn gant atersadennoù ha kronikennoù fardet e studio ar radio e Sant Ervlan hag abadennoù o tont deus Breizh a-bezh !
Abaoe 2021 ez eus ur studio e Roazhon hag e 2025 eo krog ar skourr nevez-se da skignañ e DAB+ e bro Gwitreg.
Ur radio kevredigezhel eo Radio Kerne. Ar c’huzul merañ eo a ziviz hag a heul politikerezh ar radio. Kement hini a c’hell bezañ ezel ha kemer perzh (pe get !) e buhez ar radio : kas da benn abadennoù, reiñ h·e sikour war an dachenn deknikel, reiñ da c’houzout ne vefe ket fall ober un abadenn war tra-mañ-tra pe den-mañ-den… a bep seurt doareoù da gregiñ e-barzh zo.
Hep an izili, n’eus ket a Radio Kerne. Ma plij deoc’h hon abadennoù, hon programm sonerezh, ma faot deoc’h kas pelloc’h an “traoù”…. deuit da vezañ ezel eus ar gevredigezh.
LIVE