Date
5 mai 2026
Sell 'Ta Piv! #34
Sell 'ta piv
Buhezet hag enrollet gant Iwan Rouz,
gant:
-Clément Frilley o lenn deoc’h un troc’had eus un danevell vrudet embannet e 1935 er gelaouen Gwalarn, hag un tamm eskemm da heul a-zivout mojenn kêr Iz
-Fanny Chauffin o dibunañ deoc'h ar pep gwellañ eus eostad haikouioù "Hai-Skriv-Meurzh", barzhonegoù berr mod Japan kaset a-hed miz Meurzh war bajenn rouedad FasBouc’h ar gevredigezh FEA.
-Lionel Olier o displegañ un divinadell diwar levr Pierre Martin Mouez[h] Kerne.
-Aline Aupy o tegas titouroù war deiziataer Ti ar vro Bro Kemperle.
An ton : Alan Stivell - Ys