Date
7 avril 2026
An ti-embann 1/2
Lenn ha dilenn
Un tamm ouzhpenn kant ti-embann zo bremañ e Breizh.
Ha dibaoe pemp bloaz eo kresket kalz o niver.
Ar c'hresk-se a zo deuet diwar krouidigezh tiez-embann bihan ha dizalc'h. Ur c’hresk sikouret ivez gant leurenn sevenadurel birvidik ar vro hag ar sikourioù publik.
En div abadenn o tont e teskimp muioc’h diwar-benn labour ha kefredioù un ti-embann a-bouezh evit al lennegezh brezhonek, an ti-embann Al Liamm ha se a-drugarez da Jerôme Olivry.