Heklev An Hañv - Merc'her 15 a viz Gouere

Date

15 juillet 2026

Heklev An Hañv - Merc'her 15 a viz Gouere

Heklev an hañv

Mekanikoù en abadenn ! Mekanikoù an amzer gwechall a zo de wellout ha da glevout en Ekomirdi Kerdreger e Plouigno, gant Jakez Polard.

Mekanikoù ivez gant Victor Ar Foll hag an tren e Mêl Karaez, an tren en deus awenet anezhañ a-benn krouiñ ar vandenn treset Les Prairies du Cheval Noir.

Un enkadenn ha trubuilh zo bet e Diwan ur sizhun zo, etre tud ar burev hag an daou genrener. Klevet e vez Tristan Nedeleg, ezel deus burev Diwan, ha Simon Brendan, dileuriad CFDT hag e penn araok gant ar CGT gant ar stourm da difenn plas Lou Millour ha Marc Boette. Ur sujed kinniget gant Erwan Blanchard.

Joseph Tallegas, deus Plouganou, aterset gant Ilan, bet stajiad Roudour e RKB.

Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy

LIVE