Date
14 août 2026
Tags
diskouezadeg
keleier
Heklev an hañv d'ar Gwener 14/08/2026
Heklev an hañv
Ninnog Hupel zo heñchourez gant ar gevredigezh Arz e Chapelioù Bro Leon e-pad an hañv. Kinnig a raio deomp oberennoù an arzourez Véronique Porot a zo diskouezet e Lanniliz betek warc'hoazh.
Anton Burel a embanno ar c'heleier
Maria ha Laora zo div sonerez eus Bro-Spagn. Ober a raint anv eus ar strollad Balkan Paradise Orchestra en doa sonet da geñver ar festival "Penn-ar-Bed" e Kraozon. Troet int bet gant Trifina Baudu.