40 vloaz Gouel ar Bigi e Douarnenez

Date

27 juillet 2026

40 vloaz Gouel ar Bigi e Douarnenez

Festivalioù Breizh

Kinniget eo bet an abadenn gant Marianne Vaidie, Morgane Cotten ha Metig Jakez-Vargas

An avel vor a c'hwezh war gwagennoù Radio Kerne hiziv...

Bevit 40vet Gouel ar Bigi asambles gant skipailh Radio Kerne. Da glevout en abadenn :

- Dizoloit al laz-kanañ "La Bordée Chantante" a oa bet savet a-ratoz evit ar gouel

- Louis Spineg, prezidant a enor SNSM Douarnenez a vo ganeomp

- Konan Parscau a zo ezel eus ar gevredigezh Treizour a gempenn bigi kozh

- Brigitte Kloareg a ginnigo deomp ar strollad "L'Armée du Chalut" a zastum kanaouennoù tud ar mor

- Ur blind test kanaouennoù tro-dro d'ar mor prientet gant Morgane

- An arzour Simon Creac'hcadec a safaro eus e arvest "Crocotte"

LIVE