Date
5 août 2026
Tags
aleksandr ar gall
blue glaz
morwenn lenormand
Fest ar Gelted (3/5) : Morwenn Lenormand, Valse 2 steps cajun hag Aleksandr Ar Gall
Festivalioù Breizh
Morwenn Lenormand a zo steredenn bro An Oriant: ar ganerez, aktourez, animatourez a adkaver e pep lec'h e-pad Emvod ar Gelted. Pedet e oa bet evit kontiñ he boazioù e-pad ar sizhuniad-mañ ha he strollad blues-breizhad Blue Glaz.
Valse 2 steps cajun dielfennet dre ur valse sonet get Louis Michot & Swamp Magic get Maxime-Morvan Crahé
Aleksandr Ar Gall a zo e mesk an dud mil intereset get sujedoù ispisializet-bras ! Adkavet e oa bet get Enora Molac edan an deltenn evit deskiñ kerneveureg. Un digarez evit lakaat ar gaoz àr e levr Hor breudeur tramor embannet e ti Moulladurioù hor yezh.
Animañ: Enora Molac, Maxime Crahé, Corentin Bagot
Teknik: Nicolas Milice (Radio Boa)