Ar gevredigezh Radio Kerne zo anezhi ur radio unyezhek brezhonek. Laik eo ha n’eo stag ouzh strollad politikel ebet nag embregerezh ebet. He c’hefridi pennañ eo ar produiñ hag ar skignañ abadennoù radio e brezhoneg.
Heuliañ a ra programmoù Radio Kerne ul linenn stur hollek gant engouestloù resis war an endro, buhez sokio-sevenadurel hag ekonomikel an tiriad skignañ, ar sonerezh lec’hel, ar stourmoù sokial, an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred, ar glad hag ar brezhoneg. N’eo na neptu na objektivel Radio Kerne avat.
Ne vez ket skignet danvez gouennelour, faskour, bengasaour, LGDTgasaour, gwallziforc’hus da-geñver an dud nammet pe ampechet, glotofobour.
Doujañ a ra Radio Kerne ouzh mouezh an holl rik met, kavout a ra deomp eo gwelloc’h lakaat war glev mouezhioù ar re a stourm evit ur bed reishoc’h hag ingaloc’h. N'eo ket kiriek Radio Kerne avat, war ar pezh a vez produet gant ar radioioù keveler.
Aotreet eo Radio Kerne gant an ARCOM da skignañ war ar gwagennoù. Doujañ a ra neuze da zleadouriezh ret ar skignerien : an doujañ da vriegezh mab-den, an nann-vroudañ d’ar gasoni pe d’ar feulster, ar stourm a-enep an droukziforc’h, an onestiz ha dizalc’houriezh ar c’heleier, plediñ gant an aferioù justis ha doujañ da wirioù ar vuhez prevez. Ar re a labour koulz an dud a-youl vat a zouj neuze ouzh reolennoù dleadour o micher ivez.
Radio Kerne zo hep pal arc’hantus anezhañ ha ne zegemer bruderezh paeet ebet.
Meur a eien arc’hantel he deus ar gevredigezh, ar muiañ niver o vezañ publik.
Ur gevredigezh eo Radio Kerne, gant se he deus dibabet ur mererezh demokratel. Ar c’huzul-merañ a labour bremañ gant ur mont en-dro stroll, o toujañ ouzh an holl. Ouzhpenn ez eus bet savet ur bodad etik, evit ma vo doujet ouzh linenn-stur ar radio gant an holl.
Ne c’haller leuskel evezhiadenn ebet war al lec’hienn. Lammet e vo an
evezhiadennoù na glotont ket gant spered ar garta war ar rouedadoù sokial.
Rannañ labour Radio Kerne a zo posupl gant ma vo meneget ar vammenn ha reiñ al liamm davet al lec’hienn.
Graet d’an 12 a viz C’hwevrer 2025
LIVE