Evit doujañ d’an talvoudoù, obererezhioù ha mont en-dro dereat kevredigezh Radio Kerne evit diogelliñ ma vo enframmet pep hini gant madelezh hag harpañ an dud a-youl vat war an obererezhioù radio e kinnigomp d’an holl sinañ ar garta gevredigezhel-mañ.

Talvoudoù ha kefredioù ar gevredigezh.

Ar gevredigezh Radio Kerne zo anezhi ur radio unyezhek brezhonek. Laik eo ha n’eo ket stag ouzh strollad politikel ebet, he c’hefridi pennañ eo ar produiñ hag ar skignañ abadennoù radio e brezhoneg.
Aotreet eo Radio Kerne gant an ARCOM da skignañ war ar gwagennoù. Doujañ a ra neuze da zleadouriezh ret ar skignerien : an doujañ da vriegezh mab-den, an nann-vroudañ d’ar gasoni pe d’ar feulster, ar stourm aenep an droukziforc’h, an onestiz ha dizalc’houriezh ar c’heleier, plediñ gant an aferioù justis ha doujañ da wirioù ar vuhez prevez.

Heuliañ a ra programmoù Radio Kerne ul linenn stur hollek gant engouestloù resis war an endro, buhez sokio-sevenadurel hag ekonomikel an tiriad skignañ, ar sonerezh lec’hel, ar stourmoù sokial, an ingaldet etre ar merc’hed hag ar baotred, ar glad hag ar brezhoneg. Ne vez ket skignet danvez gouennelour, LGBTgasaour pe gwallziforc’hus da-geñver an dud nammet pe ampechet.

An emglev kevredigezhel.

Ar gevredigezh, gant he c’huzul-merañ hag he skipailh gopridi·adezed a gemer an engouestloù-mañ :

• Degemer ha harpañ pep den a-youl vat gant e / he raktres abadennoù ;

• Prestañ d’an dud a-youl vat ar peadra ret da broduiñ danvez radio ;

• Lakaat da dalvezout linenn-stur ar radio d’an danvez produet gant an dud a-youl vat ;

• Kinnig stummadurioù poellek d’an dud a-youl vat o deus ezhomm ;

An den a-youl vat dre e/hec’h asant titouret a gemer an engouestloù-mañ :

• Doujañ da dalvoudoù ar gevredigezh ;

• Chom hep goulenn bezañ gopret evit e/he labour ;

• Implij en e/hec’h abadennoù ar reolennoù dleadouriezh meneget uheloc’h a c’heller kaout amañ( https://www.arcom.fr/nous-connaitre-nos-missions/garantir-le-pluralisme-et-la-cohesion-sociale/la-deontologie-des-programmes)

An dud a-youl vat a zo anavezet evel izili dre wir er gevredigezh hep ma ne vefe goulennet ganto paeañ o skodenn bloaziek.
Ar perzh a-youl vat zo un dibab dieub, en abeg d’an dra-se hag hervez lezenn al labour ne c’hello ket bezañ paeet al labour kaset da-benn ganto.

Gwir he deus kevredigezh Radio Kerne da zibab hag-eñ e vo skignet pe get an danvez produet gant an dud ayoul vat. Neuze e c’hello, ma kav dezhi ha ne glot ket pe ne zouj ket an danvez produet d’he zalvoudoù, divizout chom hep skignañ. Zoken, ma ne zouj ket un den a-youl vat da dalvoudoù ar gevredigezh en e skridoù, e enrolladennoù pe e ober e c’hello bezañ skarzhet eus ar gevredigezh.

LIVE