Date
22 septembre 2026
Victor Pengam
Un Den Er Bed
Er gronikenn ziwezhañ gouestlet da gontañ deoc’h piv ‘oa an anarkour brestad Hervé Coatmeur, lesanvet ‘le Sphinx’, e lâren deoc’h penaos en doa roet mouezh evit souten Victor Pengam, pa oa kouezhet dindan selloù ar Prefeti hag ar Justis. Ganet e Brest e 1833, marvet e Kergereg, karter a Lambezelleg e 1920, Victor Pengam ‘oa paotr ar sendikadoù, pe ‘coopérateur’, hag anarkour.
N’eo ket gant e dud ‘oa bet desavet met gant an aozadur ‘les Pupilles de la Marine’, ar pezh a reas anezhañ un deskard en Arsanailh adalek 14 vloaz, hag ar pezh a reas istor Brest ivez.